Keleier ar vro d'ar Merc'her 10 a viz Even 2026
Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel
Ar 14 prizoniad politikel Kanak a zo bet didamallet
Al lez varn neus embannet e oa didamall ar 14 stourmer deus an tu kleiz dizalc’hour Kanak CCAT a oa bet bac’het ha 7 dioñte diportet da vro c’hall da vare ar stourm a enep adreizh korf an dilennerien. Ar prokulerezh neus graet galv, met un trec’h eo memestra. ‘pad mizioù int bet lakaet en izolerezh ha strewet e prizonioù disheñvel an eil d’egile evit ma vefe an diaesañ posubl d’ar familhoù mont da welet anezho. Selaouomp diouzhtu Valerie Kervella he deus heuliet an teuliad …
Ur pennad-kaoz gant Anton Burel
Dilennadegoù-prezidant e Breizh
A-benn 10 miz bremañ e vo an dilennadegoù-prezidant er stad c'hall. Krog eo ar prantad kaballiñ da vat, dreist-holl er c'hêrioù bras. Met penaos eo an traoù er c'humunioù bihan war ar maez, petra eo santimant an dud war blas ha peseurt efed o deus an tabutoù bras war buhez pemdeziek an annezidi ? Selaouomp diouzhtu Lionel Henry Maer Mousterel-ar-Gwast ha bez-prezidant Kumuniezh kumunioù Traoñ an Il-Elvinieg e karg deus an treuzdougen
Ur pennad-kaoz gant Anton Burel
Ha da glevet ivez er c'heleier :
Fin an harz-tennañ etre Iran ha Stadoù Unanet ?
Bombezadegoù israelian e Liban ha Palestina ac'hubet
Karim Bouamrane, maer sokialour Saint-Ouen a zo war ar renk en dilennadegoù prezidant gall
Kip melldroad ar bed